|
Kalz amzer am-eus kollet o furchal er c'hoajou, |
|
O klask tapout un durzunel kousket war ar brankou |
|
Devet am-eus ma amors ha tennet am-eus fall, |
|
Achapet an durzunel ha nijet d'ur c'hoad all. |
|
Diouz an noz hag ar mintin e klevan al lapoused, |
|
O kana, o fredonin, da veg ar gwez pignet, |
|
Ma n'eus nikun anezo hag a bik ma c'halon, |
|
Evel mouez un durzunel o ouelan d'he mignon. |
|
Hirvoud a ran nozh ha deiz gant ar boan ha glac'har, |
|
Evel eun intanvez paour kollet ganti e far, |
|
Ma n'eus nikun anezo hag a bik ma c'halon, |
|
Evel mouez un durzunel o ouelan d'he mignon. |
|
Petra turzunel yaouank a dourmant |
|
Mont a ran da vervel" raktal eo tremenet. |
|
Melezour skler ha brillant deus ar fidelite |
|
Ar model ar sinseran deus ar gwir garantez |
|
Nann, ne varvin ket kontant ma ne varvan fidel |
|
Birviken ne zizonjin marv an durzunel. |