Song | Negro Song |
Artist | Alan Stivell |
Album | Trema'n Inis (Vers Lil) |
Me zo Breizhad. | |
Me zo bet sklav. | |
Galeour ez on bet e bagoù ar Roue Loeiz. | |
Toullet em eus hentoù, douget va samm a vein, | |
Savet em eus, en o c'herbenn, o falezioù. | |
Me zo bet soudard. | |
Va obidoù em eus kanet e lannegi Plañwour | |
Breinet em eus en erc'hegi Rusia, | |
Breinet em eus e rizegi Hanoï; | |
Tufet va gwad e forzioù pri Verdun. | |
Lazhet'm eus ar re zu | |
Ha distrujet an doueed a azeulent. | |
Me zo bet mevel. | |
Mousc'hoarzh ar re faezhet em eus bet o servij | |
Desket em eus d'an dud komz evel va mistri. | |
Ruzet em eus va zreid war bavezioù Pariz. | |
Ha great em eus dezho c'hoarzhiñ | |
Rak me zo bet farouell. | |
Me zo bet merzher. |
Me zo Breizhad. | |
Me zo bet sklav. | |
Galeour ez on bet e bagoù ar Roue Loeiz. | |
Toullet em eus hentoù, douget va samm a vein, | |
Savet em eus, en o c' herbenn, o falezioù. | |
Me zo bet soudard. | |
Va obidoù em eus kanet e lannegi Pla wour | |
Breinet em eus en erc' hegi Rusia, | |
Breinet em eus e rizegi Hano | |
Tufet va gwad e forzioù pri Verdun. | |
Lazhet' m eus ar re zu | |
Ha distrujet an doueed a azeulent. | |
Me zo bet mevel. | |
Mousc' hoarzh ar re faezhet em eus bet o servij | |
Desket em eus d' an dud komz evel va mistri. | |
Ruzet em eus va zreid war bavezioù Pariz. | |
Ha great em eus dezho c' hoarzhi | |
Rak me zo bet farouell. | |
Me zo bet merzher. |