|
Gortozet 'm eus, gortozet pell |
|
E skeud teval tourio gell |
|
E skeud teval tourio gell |
|
E skeud teval an tourio glav |
|
C'hwi am gwelo 'c'hortoz atav |
|
C'hwi am gwelo 'c'hortoz atav |
|
Un deiz a vo 'teuio en-dro |
|
Dreist ar morio, dreist ar maezio |
|
Dreist ar maezio, dreist ar morio |
|
D'am laerezh war an treujo |
|
'Teuio en-dro karget a fru |
|
E skeud teval an tourio du |
|
'Teuio en-dro an avel c'hlas |
|
Da anala va c'halon c'hloaz't |
|
Kaset e vin diouzh e anal |
|
Pell gant ar red en ur vro all |
|
Kaset e vin diouzh e alan |
|
Pell gant ar red, hervez 'deus c'hoant |
|
Hervez 'deus c'hoant pell eus ar bed |
|
Etre ar mor hag ar stered |