Pep-hini bremañ a rank chom mut na c'hoarzh na c'harm na trouz, mar plij, pep-hini! Ne vo ket tizhet an Enez ma venn da bep-hini balbouzat ; arabat dihuniñ ar gwrac'hed Ken kizidik a hun. Da be vad merdeiñ ken pell all ma'z eo ret mont d'ar strad ouz genou an aber ? Sellit, hag e oa ken glas-se ar gwez en hoc'h huñvre ? Ha c'hoazh dindan ar man e sourr dourioù kuzh, klevit, met ne larit mann. Marteze vo ret dilestrañ e donvor ha mont war neuiñ daveti ; marteze vo ret mat neuial davet an Enez en noz : ne vo stourm 'met etre hor c'horfoù hag ar mor. ne vo klevet met tarzh ar mor war an aod, luskellerzeh, luskellerzeh, mar plij, mar plij, arabat dihun ar gwrac'hed ! Ne vo klevet met trouzig hon treid war an traezh ha kri ha skreved Hag an Enez vo deomp, marteze.