Gonip hep argoll, trec'hlid hep gloar An egerzhadenn gadarn betek Harz ar marv, an emgann mojennel En daerijenn an dir hag an arem Arsanailh kevredet Gant ar rec'hell e stumm drougael Taol-digoll! En un tremenvan meurdezus Pa gresk an imor hag ar c'hoant gwad Pa dizho ar feroni e barroù haelded Ar lavnennoù a lugerno En un aerwiskad ruz An dial an grozo Gant arloup betek tarzh an deiz Bellerien dibar, bellerian didrugar Yudal an argad evel un urupaith An euzhvil aozhit flamminus Dre-holl an draith An draith diwar wel Santout ar bloñsadur Ha da c'houde ar breinadur