Bezañ dillam 'vel labous ar mor Nijal hep rediezh hag hep mezh. Mignon an natur ha roue an dour, N'anaveze ket an dud didruezh. Ul labous a gouez war ar garreg saotr Ar mor 'deus lakaet e zillajou du Den ebet o ouela marv an dinamm N'eus netra-mañ nemet kan an avel. Bezañ dillam 'vel labous ar mor Nijal hep rediezh hag hep mezh. Mignon an natur ha roue an dour, N'anaveze ket an dud didruezh. An Ankou a deur amc'houlou war ar vro Al lestr-eoul a skop e vinim Trouz ar mor 'zo tavet da viken N'eus netra-mañ nemet skrign ar garrigell. Bezañ dillam 'vel labous ar mor Nijal hep rediezh hag hep mezh. Mignon an natur ha roue an dour, N'anaveze ket an dud didruezh. Me 'zo al labous o vervel war an traez Ar wagou gludek a frour va flunv Ene va bro a guit an douar Labous gwen an heol a nij en oabl. Bezañ dillam 'vel labous ar mor Nijal hep rediezh hag hep mezh. Mignon an natur ha roue an dour, N'anaveze ket an dud didruezh. Gwechall, er vro-mañ 'oa laboused wenn.